Partij voor de Vrijheid
Partij voor de Vrijheid (PVV, Strollad evit ar frankiz) a zo ur strollad politikel izelvroat. Savet eo bet d'an 22 a viz C'hwevrer 2006 gant Geert Wilders, ur c'hannad distag en Eil kambr. Bet e oa bet ezel eus Volkspartij voor Vrijheid en Democratie (VVD) betek-henn.
Da-geñver dilennadegoù kannaded en Eil kambr en Izelvroioù e 2006 e tapas kaout 5,9 % eus ar mouezhioù, ha 9 c'hannad ern Eil kambr. A-fet pouez er vuhez politikel e oa neuze pempvet strollad an Izelvroioù.
Da-geñver dilennadegoù kannaded Europa e miz Even 2009 e tapas kaout 16,9 % eus ar mouezhioù ha 4 dileuriad (diwar 25 en holl evit an Izelvroioù) e Parlamant Europa. A-fet pouez ez eo neuze eil strollad ar vro.
Istor ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 2 a viz Gwengolo 2004 e kuitaas ar c'hannad Geert Wilders e strollad, Volkspartij voor Vrijheid en Democratie (Strollad frankizour, VVD) e anv, en Eil kambr, dre ma ne save ket a-du gant mennozhioù ar strollad. Geert Wilders a zivizas mirout e bost ha krouiñ e strolald politikel, anvet Groep Wilders. Ezel nemetañ ar strollad e oa. Start e vez dre vras e soñjoù war an divroañ hag ar justis, hag an daou dem-se eo ar re a vez meneget kalz gantañ.
Savet e voe Partij voor de Vrijheid d'an 22 a viz C'hwevrer 2006, ha lakaet e voe da bal gant e izili en em ginnig e dilennadegoù ar gannaded er memes bloavezh. E programm ar strollad e kaver elfennoù broadelour, re frankizour ha re virour, ha peurliesañ e vez keñveriet gant programm Lijst Pim Fortuyn (tu-dehou). Izili ar strollad a embann ez int kentoc'h mirourien ha frankizourien.